Want to create interactive content? It’s easy in Genially!
1 - Kazetenn ar c'hlasoù divyezhek - Genver 2022
Maëlle Le Floc'h
Created on January 25, 2022
Niverenn 1
Start designing with a free template
Discover more than 1500 professional designs like these:
View
Higher Education Presentation
View
Psychedelic Presentation
View
Vaporwave presentation
View
Geniaflix Presentation
View
Vintage Mosaic Presentation
View
Modern Zen Presentation
View
Newspaper Presentation
Transcript
KAZETENN ar c'hlasoù divyezhek
Strollad yezh ha sevenadur Breizh
#0001
Jérôme PALUD - IEN LCR 29 Emilie SELLIN & Maëlle LE FLOC'H - CPD LCR 29
miz GENVER 2022
Kelc'hlizher miz Kerzu 2021
Kamishibai
E miz Kerzu 2021 ez eus bet embannet ur c'helc'hlizher hag a stern ar c'helenn divyezhek. Traoù nevez zo e-barzh e-keñver ar c'hempouez etre ar galleg hag ar brezhoneg er c'hlas.
Petra eo ar c'hamishibai ? Penaos implijout er c'hlas ? Pelec'h kavout dafar e brezhoneg ? Penaos lakaat ar skolidi da sevel unan ?Gant nebeud a dra e c"hell pep hini kas abadennoù gwall binvidik...
+ evit gouzout hiroc'h
Kan ar Bobl 2022
Koumoulennoù
Ur wech c'hoazh e vo lakaet war wel pegen birvidik eo ar sevenadur komzet en hor skolioù !
Petra nevez war goumoulennoù Narramus hag MHM ?
+ evit gouzout hiroc'h
KAZETENN ar c'hlasoù divyezhek Kamishibai
Un doare all da gontañ istorioù eo ar c'hamishibai, evel ur c'hoariva skeudennoù a c'hellfemp lavaret. A orin eus bro Japan eo.
Skolidi war hent ar c'hrouiñ
Ar rouedad KAMILALA a ginnig un toullad ostilhoù evit sevel Kamishibai gant ar skolidi. Kinnig a ra ivez ur c'hoñkour krouiñ Kamishibai liesyezhek da skolioù ar bed.
Pelec'h kavout dafar e brezhoneg ?
Ti Embann ar Skolioù a zo kroget da ginnig istorioù doare Kamishibai :
Olf, Nita hag avel An daou dort Kabellig ruz ar c'hreisteiz
Peadra da reiñ youl da gement skolaerez ha da gement skolaer da vont war an hent eta !
KAZETENN ar c'hlasoù divyezhek Koumoulennoù
Koumoulenn MHM
Koumoulenn Narramus
Implijout a reomp stankoc'h-stankañ an doare Narramus da studiañ un albom. Un doare efedus da lakaat ar skolidi da berc'henniñ ar c'heriaoueg, da sevel frazennoù, da gompren an istor ha da gaout plijadur o kontañ hag o "c'hoari" an istor er memes koulz eo.
MHM (Méthode Heuristique de Mathématiques) a vez implijet stank er skolioù abaoe un nebeud bloavezhioù bremañ. Gant-se ez eus bet troet e brezhoneg dafar evit implijout an hentenn en hor skolioù divyezhek.
Nevez war ar goumoulenn : "Gwenneien an aotrou Skouarneg" doare NARRAMUS
Mersi bras d'an holl re o deus rannet o labour, ha labour vrav d'an holl re a implijo an dafar er skolioù !