Want to create interactive content? It’s easy in Genially!

Get started free

TES- Videobannañ - Max hag al loened fall

Sln Emilie

Created on February 25, 2026

Start designing with a free template

Discover more than 1500 professional designs like these:

Customer Service Manual

Business Results Presentation

Meeting Plan Presentation

Business vision deck

Economic Presentation

Tech Presentation Mobile

Geniaflix Presentation

Transcript

Max e bro al loened fall

An noz m'en doa gwisket Max e zilhad bleiz e reas un dro vil bennak

1-2

ha re all c'hoazh

3-4

ken e huchas e vamm warnañ : « LOEN FALL ! »Ha Max da respont: « ME A LONKO AC'HANOUT! »Ha kaset e oa bet da gousket hep debriñ tamm.

5-6

En noz-se tre e kambr Max e tiwanas hag e kreskas ur wezenn bennak

7-8

ha re all,

9-10

ha re all c'hoazh, hag adarre, ken e troas ar gambr, solier, mogerioù hag all, en ur c'hoad ken bras hag ar bed.

11-12

Ur mor a ziruilhas trumm gant ur vag evit Max e-unan. Ha Max da vageal a-dreuz noz-ha-deiz

13-14

hag a-hed meur a sizhun hag ouzhpennig bloaz, betek bro al loened fall.

15-16

Pa oa erruet Max e bro al loened fall e stagas ar re-se da yudal o blejadennoù skrijus, ha skrignal o dent euzhus, ha dispourbellañ o daoulagad heugus, ha dispakañ o skilfoù spontus

17-18

betek ma lavaras Max : « CHOMIT SIOUL ! » Ha doñvaat a reas al loened fall dre barañ e selloù war o daoulagad melen hep blinkañ gwech ebet. « N'eus ket falloc'h eget al loen fall-mañ! » emezo, spontet.

19-20

Neuze e lakajont Max da roue war an holl loened fall. « Ha bremañ » a grias Max, « bec'h d'ar jabadao ! »

21-22
23
23-24
24
25-26
25
27-28

« Peoc'h bremañ ! » a lavaras Max, ha kas a reas anezho da gousket hep debriñ tamm. Ha Max, roue meur al loened fall, en em gavas e-unanik. C'hoant en doa da vezañ el lec'h ma oa unan hag a gare anezhañ ken-ha-ken.

26-27
29-30

Neuze e klevas Max c'hwezh traoù mat da zebrin en-dro dezhañ, deuet eus pell-pell a-dreuz ar bed. Aet eo skuizh o vezañ roue al loened fall.

26-27
29-30
28-29

Al loened fall avat a c'harmas : « O mar plij, n'ez ket kuit! Karout a reomp ac'hanout ken-ha-ken. Ni a lonko ac'hanout ! »« Biken ! » a lavaras Max.

Hag al loened fall da yudal o blejadennoù skrijus, ha skrignal o dent euzhus, ha dispourbellañ o daoulagad heugus, ha dispakañ o skilfoù spontus.Max a yeas e-barzh e vag hag ober sin kenavo dezho.

31-32

Ha Max da vageal war e giz e-pad ouzhpenn bloaz, hag a-hed meur a sizhun hag a-dreuz an deiz

30-31
33-34

ha betek an noz tre e teñvalijenn e gambr e lec'h ma oa e goan o c'hortoz anezhañ ha tomm e oa ar boued c'hoazh.

35-36-37