Want to create interactive content? It’s easy in Genially!

Get started free

INSPE 2025-26 - M1 - Gouren er skol - EB MLF

Elisa Bleunven

Created on February 17, 2026

Start designing with a free template

Discover more than 1500 professional designs like these:

Essential Business Proposal

Essential Dossier

Essential One Pager

Akihabara Dossier

Akihabara Marketing Proposal

Akihabara One Pager

Magazine dossier

Transcript

War-zu ar gouren er skol

M1 INSPE St Brieg - Elisa Bleunven INSPE - Maëlle LE FLOC'H CPD LCR 29

Palioù an abadenn

01

Anavezout diazezoù istorel ha sportel ur sport hengounel

02

Kaout diazezoù evit frammañ abadennoù Gouren

03

Ober al liamm etre ar barregezhioù sportel hag ar yezh

04

Dizoleiñ ostilhoù evit kelenn

Eric Legret

Gouren : un hengoun

01

Eric Legret

Reolennoù ar Gouren

02

Reiñ an diell "un nebeut daveoù a-benn kompren ar gouren"

AR GOUREN

Pa vezont o stagañ gant ur c'hrogad e vez an daou c'hourener en o sav, korf-ouzh-korf, bep a roched lien ganto. Lakaat ar c'hengourener da gouezhañ war e zaou blanken-skoaz, war un dro, sed aze pal ar c'hrogad. Al lamm a reer eus kement-mañ. An eil gourener a dap krog e roched egile gant e zaouarn. An divesker, int, n'hellont nemet kregiñ e divesker ar c'hevezer. Liesseurt eo ar c'hrogoù aotreet, ar re anavezetañ o vezañ "taol Peron", an "taol biz troad" pe ar "c'hliked" a zo anezhañ taol dibar ar gouren. A-raok pep gourenadeg e tou ar c'hourenerien e vint leal er c'hrogad; e derou hag e diwezh pep krogad ivez e vriataont hag e stardont o daouarn.

Teul Bécédia war ar Gouren

in C'hoarioù Breizh - Skol uhel ar vro

03

Frammañ abadennoù

D'ho soñj petra vo desket dre ur sekañs Gouren ?

O kemer harp war ...

Labouret e vo diwar-benn :

  • ar c'hempouez
  • ar c’henlabour
  • an enebiñ
  • c'hoari gant komperien
  • en em ziplasañ
  • boutañ-sachañ
  • kouezhañ
  • dizoleiñ ar c’horf, efedoù un aksion war ar c'horf
  • mestroniañ ar fromoù, ar c'horf, an taktik, ar strategiezhoù
  • doujañ ouzh reolennoù ur c’hoari, c’hoari reizh (fair play)
  • kemer perzh, klask ober, ober strivoù, bezañ aketus
  • doujañ ouzh ar re all, diwall

O kemer harp war ...

Levrig Babigouren evit ar c'helc'hiad 1

Daou levrig kensavet gant bodadeg ar gouren ha skolaerien

Levrig Le gouren à l'école avec les enfants evit ar c'helc'hiadoù 2 ha 3

Lakaat egile da gouezhañ pe asantiñ kouezhañ

Kouezhañ

En em ziplasañ

Dont a-benn d'en em ziplasañ war a-bep seurt lodenn deus ar c'horf

Lakaat egile da douchañ al leur (skolidi war an daoulin)

Distabilaat

Sachañ

Dont a-benn da gas egile e diabarzh ur zonenn resis (en ur c'helc'h lakaet war al leur, lakomp)

Ur framm boutin da bep abadenn

DIGROPAÑ

  • Diblasañ gant doareoù lies, dornata
  • Tommañ ar c'horf : ar c'houbloù hag ar c'horf a-bezh
  • Kas da zoñj eus an abadennoù paseet, reolennoù surentez

PLEUSTRIÑ (un degouezh pe zaou)

doujañs & surentez
  • Degouezhioù a-stroll ha degouezhioù daou-ha-daou
  • Evit lakaat ar skolidi da vezañ difenner ha/pe argader tro-ha-tro pe war un dro
  • Mareadoù evit ezteurel dre gomz war ar pezh a vez bevet

KLOZAÑ - DISTANNAÑ - SIOULAAT

  • Ur prantad dre gomz evit lakaat war wel ar pezh a zo bet desket e-pad ar gentel
  • Ur prantad evit distannañ ha sioulaat

Ur framm boutin da bep abadenn : ur skouer e kelc'hiad 2

  • Sellit ouzh ar video
  • Klaskit renabliñ peseurt degouezhioù kelenn a zo e pep pazenn an abadenn

Doujañs ha lealded

  • Doujañ ouzh ar c'hengourener.ez a zo dleet
  • Desket e vez c'hoari hep ober poan d'ar re all
  • Er gouren e ranker stardañ an dorn araok c'hoari : ur sin doujañs ha nan feulster eo
  • Ober anaoudegezh gant le ar c'hourenerien
Le ar c'hourenerien

Plas ar yezh

04

Skouer ur c'haier e kelc'hiad 3

Skouer ur raktres webradio e kelc'hiad 2

Loriane Le Grand

Digoradur war al lennegezh

05

Evit mont pelloc'h

Digoradur war an arzoù

Gourenerien war iliz Gwimilio (29) Foto gant Fañch Peru

Gourenerien (2020) - Gravures & estampes Jelvan Rabouille

Les enfants luttant (1888) Paul Gauguin

La Lutte bretonne - etre 1890 ha 1891 Paul Sérusier

Bezañ ambrouget gant ur buhezour arbennik

Mont e darempred gant Ti ar Gouren

Goulennoù