Want to create interactive content? It’s easy in Genially!

Get started free

#7 - Kazetenn ar c'hlasoù divyezhek - Ebrel 2024

Maëlle LE FLOC'H

Created on April 11, 2024

Start designing with a free template

Discover more than 1500 professional designs like these:

Randomizer

Timer

Find the pair

Hangman Game

Dice

Scratch and Win Game

Create a Word Search

Transcript

KAZETENN ar c'hlasoù divyezhek

Strollad yezh ha sevenadur Breizh

#0007

Maëlle LE FLOC'H - Emilie SELLIN Nolwenn TREGUER

miz Ebrel 2024

Niveriñ e brezhoneg

Mouezhioù hag Arzoù

Un toullad klasadoù o deus kemeret perzh er raktres. Deuit 'ta da zizoleiñ o labour e stumm ur c'hoari !

Kinnig degouezhioù kelenn er c'hlasoù divyezhek evit

sikour al labour war an niveriñ.

Raktres "Divin 'ta un divinadell ..."

An divyezhegezh hag an deskamantoù

Dizoleiñ divinadelloù hengounel diwar loened ar vro, deskiñ dibunañ anezho hag ijinañ lod da heul. Peadra da reiñ lañs d'ar yezh ha d'ar sevenadur en hor c'hlasoù deus ar re vihanañ d'ar re vrasañ !

Setu un diell, savet gant un ortofonourez ispisializet war al liesyezhegezh, evit sikour ac'hanomp da arguzenniñ, pa sav ur goulenn cheñch hentenn diwar diaesamantoù deskiñ.

KAZETENN ar c'hlasoù divyezhek Niveriñ e brezhoneg

Da geñver "Forom ar matematikoù" bet kinniget div wech war an departamant ez eus bet kroget ur c'henlabour gant skolaerien 'zo evit lakaat war wel an diaesterioù liammet gant an niveriñ e brezhoneg. Labouret ez eus bet war an degouezhioù kelenn evit sikour ar skolidi.

E kelc'hiad 3 e vez lakaet ar skolidi diaes gant an niveroù bras ha plas an unanenn.

E kelc'hiad 2 e vez lakaet ar skolidi diaes gant an niveroù torr-penn.

Kelc'hiad 2

N'eo ket anat dezho kompren ez eus d'ober a-wechoù gant "div, teir, peder".

Kelc'hiad 3

Pa vez dibunet an niveroù e vez disoñjet alies pe ar 7 pe an 8 ganto.

Lakaat a ran anezho da labourat kalzig war al liamm a zo etre ar yezh ha ster matematik ar gerioù.

Implijout livioù k/d/u evit kement klas ha biroù a c'heller.

Simon

Kelc'hiadoù 1&2

Kelc'hiad 1

Kinnig a ran rimadelloù ha c'hoarioù gant gerioù benel evit lakaat anezho da bleustriñ gant "div, teir, peder".

Labourat war ar prosedurennoù a zo d'ober ivez. Lakaat ar skolidi da envel anezho oc'h ober al liamm gant an dafar.

Kontañ a ran un istor war an niveroù 7 hag 8 evit sachañ evezh ar skolidi warno ha kaout ul liamm afektivel evit aesaat da zerc'hel soñj.

Julie

Titouroù ha dafar o tont e darempred ganeomp !