Want to create interactive content? It’s easy in Genially!
Présentation essentielle
Anaïs Bourriau
Created on January 24, 2024
Start designing with a free template
Discover more than 1500 professional designs like these:
View
Modern Presentation
View
Terrazzo Presentation
View
Colorful Presentation
View
Modular Structure Presentation
View
Chromatic Presentation
View
City Presentation
View
News Presentation
Transcript
Kentel war an heñchañ 3de klas
A-RAOK AR STAJ
go!
Petra eo ur CV hag ul lizher emginnig ? Da betra a servij ?
Termenadurioù
An daou a zo ostilhoù evit mont en darempred gant un den a-vicher evit klask kaout ur post : CV : un ostilh hag a servij da ginnig buan e/he hent-skol, e/he hent-micher hag e/he v/barregezhioù. Lizher emginnig : un teul evit displegañ muioc'h eget ar CV perak hon eus c'hoant lakaat hor anv evit ur staj, ul labour, h., h..
Titouroù da lakaat en e/he CV
Petra a zo gortozet en ur CV ? Peseurt lodennoù ?
Titouroù ar CV
Lodennoù pennañ ar CV (e korf ur bajennad hepken) : Daveennoù : Anv, anv-bihan, oad, chomlec'h, niverenn pellgomz, chomlec'h-postel, aotre bleniañ. Hent-skol / Stummadurioù : live-skol (3de klas), lise, danvezioù karetañ. Skiant-prenet : labour, labour a-youl vat, stajoù, labour en ur gevredigezh ... Perzhioù : spered-skipailh, kurius, emren ... Barregezhioù : ar pezh ho peus dija graet liammet ouzh ar c'hinnig-labour, al labour pe ar staj ho peus c'hoant kaout (barregezhioù war ar stlenn ha sikourioù kentañ el lodenn-se). Yezhoù : en ur resisaat komzet, skrivet ha/pe lennet. Gallout a rafe bezañ lakaet e "barregezhioù". Dudioù : sportoù, kluboù, traoù graet er-maez eus ar skol, traoù hag a blij deoc'h ober alies hag a vefe stag ouzh ar post-labour. Taolit evezh ouzh ar fazioù ! Adlennit ho CV (meur a wech ken kas).
Petra a c'hellit lakaat c'hwi en ho CV deoc'h-c'hwi ?
-> Savit ur roll eus an holl elfennoù a c'hellit lakaat e pep lodenn.
Al lizher emginnig
Penaos skrivañ ul lizher en em ginnig simpl hag efedus e korf ur bajennad ?
Stumm al lizher emginnig
Kentel war an heñchañ 3de klas
GOUDE AR STAJ
go!
Pal ar gentel
Ho sikour evit kompren pegen a-bouez eo en em heñchañ mat adal an 3de klas evit ho puhez micherel ! Respont a reoc’h d'un test evit hoc’h anavezout muioc’h ha d'ur c'hwiz war an heñchañ evit klask gouzout peseurt micherioù a glotfe mat ganeoc’h.
Ostilhoù a vo roet deoc’h :
- evit ho sikour da gompren muioc’h piv oc’h ha peseurt tachenn-labour a glotfe ganeoc’h (a-fet spered, barregezhioù, dudioù, c’hoantoù ...).
- evit mont pelloc’h gant hoc'h enklaskoù e-keñver an arbennikadurioù, ar studioù hag ur vicher da zibab.
PREST OC'H ?
Test : an 8 speredegezh
Meizad ar psikologour Howard Gardner krouet e 1983, pinvidikaet hag azasaet warlerc'h evit ar grennarded hag an dud deuet : "Opposé au test du QI (car l’intelligence ne pourrait, selon lui, être mesurée), Howard Gardner met en évidence que tous les hommes sont intelligents, mais pas forcément de la même façon. Il existerait en effet huit types d’intelligence, correspondant chacune à un talent, une aptitude spécifique."
Speredegezh 1 : Etrepersonel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh etrepersonel kreñv :
- Plijout a ra dezho labourat gant ar re arall.
- Komz gant ar re arall ha levezoniñ anezho a blij dezho.
- Tud o selaou mat ar re arall hag a c'hell santout o fromoù (en em ijinañ e plas un hini all ha kompren e fromoù).
- Gallout a reont diskoulmañ an tabutoù buan.
- Plijout a ra dezho bezañ e penn an traoù.
Speredegezh 2 : Intra-personel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh intra-personel kreñv :
- Tud o prederiañ diwar-benn o fromoù hag o emzalc'hioù evit
- Anavezout a reont mat o ferzhioù-mat hag o harzoù.
- Huñvreoù, raktresoù ha palioù termenet mat o deus. Ober a reont
- Plijout a ra dezho prederiañ, en em briziañ, bezañ aketus.
- Plijout a ra dezho muioc'h bezañ en o-unan eget gant ar re arall.
Speredegezh 3 : poellek ha matematikel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh poellek ha matematikel kreñv :
- Plijout a ra dezho kavout respontoù kudennoù skiantel ha
- En em c'houlenn a reont diwar-benn ar "perak" eus pep tra.
- Plijout a ra dezho kompren mont en dro an traoù.
- Aozet e vez an traoù ganto hervez rummadoù (e taolennoù ...).
- Implijout a reont o spered en un doare poellek evit dielfennañ, diviz
Speredegezh 4 : korfel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh korfel kreñv :
- Emskiant mat int war-zu ar jestroù hag ar santadennoù o deus
- Poelladennoù fizik ha sportoù a blij dezho.
- Plijout a ra dezho fiñval ha pa ya buan an traoù tro-dro dezho.
- Labourat gant o daouarn ha traoù mekanikel a blij dezho.
- Gouzout a reont dresañ ha produiñ traoù gant o daouarn.
- Kontrolliñ a reont mat o c'horf evit dont a-benn d'ober traoù
Speredegezh 4 : korfel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh korfel kreñv :
- Emskiant mat int war-zu ar jestroù hag ar santadennoù o deus
- Poelladennoù fizik ha sportoù a blij dezho.
- Plijout a ra dezho fiñval ha pa ya buan an traoù tro-dro dezho.
- Labourat gant o daouarn ha traoù mekanikel a blij dezho.
- Gouzout a reont dresañ ha produiñ traoù gant o daouarn.
- Kontrolliñ a reont mat o c'horf evit dont a-benn d'ober traoù
Speredegezh 5 : yezhoniel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh yezhoniel kreñv :
- Plijout a ra dezho o yezh-vamm (pe o yezhoù-mamm hag ar re
- Plijout a ra dezho c'hoari gant ar gerioù.
- Lenn, skrivañ ha kontañ a blij dezho.
- Gallout a reont prederiañ dre ar gerioù hag ijinañ istorioù.
- Int a zo en o bleud dre gomz ha dre skrid.
Speredegezh 6 : gweledel ha spasel
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh gweledel ha spasel kreñv :
- An arzoù kaer a blij dezho (taolennoù, fotografiezh, delwennoù ...).
- Aes eo dezho krouiñ skeudennoù en o fenn, ijinañ traoù.
- Gwelout a reont ar bed en ur mod skeudennel-tre.
- Anavezout a reont mat ar stummoù, an arlivioù, an teksturioù.
- En em reteriñ a reont mat er spas.
Speredegezh 7 : stag ouzh ar sonerezh
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh stag ouzh ar sonerezh kreñv :
- Gallout a reont implijout ar sonioù, al luskoù hag ar sonerezh evit
- Derc'hel a reont soñj eus pezhioù sonerezh en un doare aes.
- Plijout a ra dezho kanañ, mouskanañ, tapout ul lusk.
- Seniñ a reont ur benveg.
- Fromet int gant sonerezh ar gerioù hag ar frazennoù ha gant ar
Speredegezh 8 : stag ouzh an natur
Arouezennoù boutin etre ar re o deus ur speredegezh stag ouzh an natur kreñv :
- Al loened a blij dezho.
- Sellout ouzh an natur a blij dezho.
- Klask ha dibab a reont titouroù diwar-benn ar boudoù bev, ar
- Prederiañ a reont kalz diwar-benn an endro.
- Santout a reont ar cheñchamantoù stag ouzh an amzer.
- Fromet int gant an holl voudoù bev.
Mare an test bremañ !
An test hag e zisoc'hoù
Disoc'h an test a c'hellfe bezañ meur a respont ! N'eus ket ezhomm kadarnaat an holl boentoù stag ouzh ur speredegezh evit kaout anezhi ! Lec'hiennoù internet zo a stag an 8 speredegezh gant doareoù da labourat disheñvel ha micherioù disheñvel evel : https://moimonavenir.com/intelligences-multiples/
Ostilhoù enlinenn war an heñchañ
ONISEP
France Travail
Evit kavout an holl ditouroù diwar-benn ur vicher hag e-keñver bed ar micherioù : - Kefridioù (ha niverenn ROME ur vicher) - Studioù ha stummadurioù goulennet evit ur vicher - Barregezhioù (gouzout ober, gouzout bezañ, gouiziegezhioù) - An doareoù labourat evit ur vicher - Kinnigoù labour - Micherioù heñvel
Evit kavout titouroù diwar-benn : - Ar studioù (ivinell “Formations”) - Ar micherioù (ivinell “Métiers”) - An heñchañ (ivinell “Orientation”) - An ampechoù (ivinell “Inclusion et handicap") - Bed ar micherioù (ivinell “Vers l’emploi”) - Stummadurioù lec’hel (ivinell “Près de chez vous”) + Onisep services + Mon orientation en ligne
Ar c'hwiz diwar-benn an heñchañ
- Krogit da respont d'ar c'hwiz gant un urzhiataer pe un dabletezenn en ho kichen
- Kit war lec'hiennoù Onisep ha France Travail pa vo ezhomm
- Respontit en un doare onest evit kaout disoc'hoù efedus evit ho sikour !
Lec'hioù hag ostilhoù arall war an heñchañ
Saloñsoù
CIDJ
Bodañ a ra tud eus ar c'helennadurezh uhel, tud a-vicher hag embregerzhioù en ur memes lec'h evito da ginnig o danvez d'ar skolajidi, liseidi ha studierien. Meur a hini e Breizh e-pad ar bloavezh-skol ha war dibennoù-sizhun zo.
Kinnig a ra titouroù war ar micherioù, ar stummadurioù, an tachennoù micherioù. Tud arbennikaet war an heñchañ a zo aze evit reiñ alioù deoc'h. Meur a CIDJ a zo e Breizh.
CIO
Misionerezh lec'hel
Ambrougañ a ra skolajidi, liseidi, studierien ha tud deuet war o hent skol ha micher. Kinnig a ra teulioù hag urzhiataerioù evit an enklaskoù, ostilhoù a bep seurt hag emgavioù hiniennel. Meur a hini e Breizh.
Ambrougañ a ra ar re yaouank etre 16 ha 25 vloaz evit sikour anezho e-keñver ar bed sokial ha micherel. Meur a hini e Breizh. Tu zo bezañ sikouret ganto evit kudennoù a bep seurt en ho puhez (kudennoù familh, h.,h.), an heñchañ hag ar servijoù keodedel.
Ostilhoù niverel arall
Studyrama
Avenirs
L'Etudiant
Parcoursup
Evit ambrougañ ac'hanoc'h penn da benn adal ar skolaj betek ar skol-veur hervez ho raktresoù. "Boestoù ostilhoù" a-feson a zo kinniget gant an ostilh-mañ !
Kinnig a ra titouroù diwar-benn ar stummadurioù goude al lise hag an doareoù d'ober evit lakaat e anv. Kinnig a ra titouroù diwar-benn an dibab arbennikadurioù e klasadoù 2vet ha 1añ ivez, neuze ul lec'hienn a-bouez ivez adal penn-kentañ-tout al lise !
Aliañ a ra war an heñchañ, ar stummadurioù, ar skolioù uhel, ar micherioù. Kinnig hag aozañ a ra ar saloñsoù. Kinnig a ra kwizoù evel Onisep ha Studyrama. Kinnig a ra fichennoù evit an adweladennoù evit pep live skolaj ha lise
Kinnig a ra titouroù war ar micherioù, ar stummadurioù, an tachennoù micherel. Titouriñ a ra ivez war ar saloñsoù ha darvoudoù liammet ouzh an heñchañ. Sikour a raio ac'hanoc'h evit prientiñ an arnodennoù (DNB, Bachelouriezh ...)