Want to create interactive content? It’s easy in Genially!

Transcript

Tout au long de votre visite, en cliquant sur ce symbole vous aurez la traduction en français

Degemer mat e skolaj Diwan Liger atlantel

8. Darempred

7. Ur skolaj kevredigezhel

6. An disoc'hoù

5. Un nebeut goulennoù ha respontoù

4. Ar bod ha boued

3. Ar bedagogiezh

2. Ar skipailh

1. Deuit er skolaj

1 - Venez au collège

1 - Deuit er skolaj

Evit ar re o tont eus Broioù Gwenrann, Sant Nazer ha Savenneg. Ret eo kemer un tren betek ti-gar "la Basse Indre - St Herblain" hag ar bus linenn 50 war-lerc'h

Gant an tren

Linenn 50 ha 54 Arsav "Angevinière"

Gant ar bus

Linenn 3, arsav "Sillon"

Gant an tram

Comment venir au collège

Penaos dont d'ar skolaj

Ar c'hombodoù

Burev ar rener hag ar sekretourez

Burev ar gasourien

klañvdi

Burev ar bennkasourez

Hall degemer

Sal orañjez

Oaled

Pratell

Diri

Diri

Rez de chaussée

Rez douar

Loch an dafar

Sal ar skipailh

Levraoueg

Sal ar re 6vet

Sal ar re 3de

Trepas

Sal ar re 5vet

Sal ar re 4re

Sal ar skiantoù

Diri

Diri

1er étage

Estaj 1añ

Diri

Diri

Sal dour ar baotred

Sal dour ar merc'hed

Kambreier ar baotred

kambreier ar merc'hed

Kambr an animatourien

Tu ar baotred

Tu ar merc'hed

2d étage

Eil estaj

La cour

Ar Porzh

Skolaj Diwan 44

Sous-titre

Dinell

Radio Naoned

  • Burev Yezhoù Ha Sevenadur
  • Sal klas hA burev Skol An Emsav
  • Radio Alternantes
  • Kentelioù An Noz

KDSK

Magouri Youn Ha Solena

Skol Diwan Sant Ervlan

Kreizenn Sevenadurel Yezhoù Ha Sevenadur

L'équipe

2 - Ar skipailh

02 40 46 65 91

skolaj.sant-ervlan@diwan.bzh

Darempredoù / Contact :

Nolwenn LE BORGNE, sekretourez Secrétaire

Sylvain PERON, rener - directeur

L'équipe administrative

Ar skipailh melestradurel

Amandine CHAUVIER

Lounis BAINVEL

Vefa L'HOURRE

Gwenola KERREC

L'équipe d'animateurs

Ar skipailh animatourien

Hoel MAHE Skiantoù ar vuhez Fizik - kimiezh Brezhoneg 5vet Pennkelenner 4re

Emmanuelle HERBET Saozneg Kastilhaneg Pennkelennerez 5vet

Visant JANNEAU Matematikoù Teknologiezh Pennkelenner 3de

Helene JIB Galleg Pennkelennerez 6vet Levraouegerez

Ar skipailh pedagogel

Marzhin PERROT Istor ha Geografiezh Deskadurezh keodedel Brezhoneg 3de

Sandrine MABIT DKS

Sylvain PERON Brezhoneg 6vet -4re Arzoù plastek

Claire AUGER Sonerezh

La pédagogie

3 - Ar bedagogiezh

  • Kelennet e vez ar programmoù ofisiel, ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ouzhpenn...
  • Kentelioù adalek 8e50 d'ar lun ha d'ar yaou, 8e00 d'ar meurzh ha d'ar gwener
  • Fin an devezh a 5e30 d'an diwezhatañ, 4e40 d'ar gwener
  • Prantadoù 45 munutenn
  • Kentel ebet d'ar Merc'her
  • Bep eil sizhun e vez cheñchamantoù bihan en implijoù amzer (sizhun A ha sizhun B)
  • Ar gelennerien eo a cheñch sal glas, ket ar skolajidi. (war bouez ar salioù arbenniket)
  • ur prantad kleub bep sizhun gant ar re 6vet ha 5vet
  • ur prantad buhez klas bep sizhun gant ar benngelennerez

Ur sizhun gant ar re 6vet

Pronote

Priziet e vez gant 5 live : - Mestroniet Mat-tre - Mestroniet Mat - Mestoniezh vresk - Nann mestroniet - Skort Dont 'ra an disoc'hoù war-wel war Pronote

Evaluer par compétences

Priziañ dre varregezh

PPS

PPRE

PAI

PAP

Des aides selon les difficultés

Ar skoazell diouzh an diaesterioù

Labourat gant sketchoù pe dre strolladoù, sevel skritelloù hag aozañ ur brezegenn a zo doareoù a vez implijet alies evit lakaat ar skolajidi da vont war-raok en holl zanvezioù

Différentes façons d'apprendre

Doareoù disheñvel evit deskiñ

An henchañ : - Kroashent ar micherioù Karaez evit a re 3de - "place ô gestes" evit ar re 4re/3de e Naoned - ur staj micherel e bloavezh 3de

Stummadur kentañ sikour e 4re klas

Bep bloaz e vez savet un devezh sport evit bodañ an holl skolajidi hag ar skipailh tro-dro da oberiantizhoù sportel hag ur sport a-stroll graet gant an holl er c'hentelioù sport e-pad ar bloaz Hag evel just pedet e vez ivez ar re CM1/CM2 d'ar c'hross

Implijet e vez pinvidigezh bro Naoned evit liammañ ar programmoù er mirdioù tro dro deomp

Ar re 4re a labour a hed ar bloaz gant Radio Naoned war ur raktres d'an deskadurezh d'ar mediaioù en ur grouiñ un abadenn a-bezh gant sujedoù a-bep seurt

Prantadoù sinema gant an departamant e 6vet/5vet Festivalioù sinema e saozneg ha kastilhaneg e 4re/3de Skignadennoù filmoù e brezhoneg aozet gant an ACB

Projets pédagogiques

Raktresoù pedagogel

An tiadoù

Ur prantad kleub bep sizhun a vez aozet evit ar re 6vet/5vet, un doare da grouiñ liammoù etre al liveoù C'hoarioù a-stroll, c'hoariva, liorzhañ ha memes ur c'hleub radio a vez graet gant an animatourien

Les clubs

Ar c'hleuboù

2 zevezh e Bourc'h Baz evit kreñvaat al liammoù etrezo

Voyage d'accueil des 6èmes

Beaj degemer ar re 6vet

  • 2 veaj e-pad ar bloavezhioù skolaj
  • ar veaj kentañ evit pleustriñ war ar saozneg
  • an eil beaj evit pleustriñ war ar c'hastilhaneg
  • Ar skolajidi a zo degemeret dre strolladoù gant familhoù-degemer evit an nozvezhioù
  • Ar pal, pleustriñ gant ar yezh ha dizoloiñ sevenadur ar vro degemer
  • Ur film da grouiñ e strolladoù evit diskouez d'an holl al lec'hioù gweladennet

Voyager à l'étranger

Beajiñ en estrenvro

KERDIZ 2023

Ar c'huzul skolaj a ra war dro buhez pemdeziek ar skolaj : ar boued, an ehanoù, ar c'houskva, implij ar brezhoneg, reolennaoueg ar skolaj. Meret eo gant ar rener, skoazellet gant ar b enngasourez, dilennidi ar skipailh, ar gerent hag ar skolajidi Dalc'het e vez 2 pe 3 gwech ar bloaz

3 gwech ar bloaz e vez bodet ar skipailh pedagogel, dilennidi ar gerent ha dilennidi ar skolajidi evit ober ur poent war an trimiziad labour : bilañs hollek war ar c'hlasad ha bilañs hiniennel pep skolajiad. Dalc'het e vez ar c'huzulioù klas adalek 5e30 d'al Lun pe d'ar Yaou

2 eko dilennad zo dibabet e pep klas evit labourat asambles war an diorren padus Ar bloaz-mañ, ur roteler, ul loch amprevan ha tiez heurechin zo bet savet ganto

Conseil de classe

Conseil d'établissement

Kuzulioù klas

Kuzul skolaj

Bodet e vez kuzul ar skolajidi evit sevel raktresoù hag aozañ devezh fin ar bloaz er skolaj ! Da skouer ar werzh chokolad a vez meret ganto evit nedeleg bep bloaz

Les éco-délégués

Eko-dilennidi

Conseil des collégiens

Kuzul ar skolajidi

L'hébergement et la restauration

4 - Ar bod ha boued

  • Predoù fardet en ur gegin greizh gant an embregerezh Convivio
  • Dibaboù digor-pred ha dibenn-pred
  • predoù vejetarian kinniget bemdez
  • ur pred vejetarian evit an holl bep sizhun
  • bara fresk gant ur baraer er c'harter

La cantine

An dinell

  • Digor d'al lun ha d'ar yaou noz
  • beilhadegoù aozet gant an animatourien hag ar skolajidi bep 2 sizhun
  • Studioù e fin ar c'hentelioù evit ober al labour noz e emrenerezh pe gant sikour an animatourien
  • Kambreier etre 3 ha 5 skolajiad

L'internat

Ar c'houskva

  • Trouz ebet ken da 9e15 evit ar re 6vet
  • Dihuniñ da 6e45 d'ar mintin evit un dijuniñ da 7e00
  • Strinkadenn diouzh noz pe diouzh mintin
  • un hanter-eurvezh aotret d'ar muiañ evit implij an hezougoù

Organisation de l'internat

Aozadur ar c'houskva

Beilhadegoù a bep seurt a vez aozet gant an animatourien met ivez gant ar skolajidi : - Nozvezh gant predoù ispisial : pizza, krampouezh, barbecue, rakletez... - Harry Potter - Filmoù - Kermes - C'hoarioù bras - Karaoke.... - Just Dance - hag evel just ur boom a-raok pep vakañsoù

Les veillées

Ar beilhadegoù

Ne gomzomp ket brezhoneg, penaos sikour ?

Uhel eo al live ?

Al labour noz diaes eo ?

Ar skolaj, ur chenchament buhez ?

Hir e vez an devezhioù?

Ha ker eo ar skolaj ?

Quelques questions - réponses

5- Un nebeut goulennoù ha respontoù

33 skolajiad o deus tremenet ar bachelouriezh gant lise Diwan Karaez, an holl zo bet diplomet, 21 gant ur meneg

Abaoe 2012 118 skolajiad zo bet enskrivet d'ar breved 112 etrezo o deus tapet an diplom, 86 gant ur menneg Ar skolaj zo bet kevrataet e miz Gwengolo 2020, neuze 91 skolajiad n'o deus ket profitet deus ar priziañ dibaouez hag an disoc'hoù a ziskouez memestra live uhel ar skolaj Abaoe 2021 ar re 3de o deus bet ar chañs da dremen ar breved gant ar priziañ dibaouez hag an holl zo bet degemeret

Les résultats

6 - An disoc'hoù

Labourioù er skolaj aozet gant ar c'huzul merañ

Ar c'huzul merañ a ra war-dro mont en dro ar skolaj : budjed, diorren, savadurioù ... Ul lizher kelaouiñ a vez savet ganto bep trimiziad Meret e vez gant ur burev (prezidant-ez, sekretour-ez ha teñzorour-ez da nebeutañ) Rener ar skolaj a gemer perzh en emvodoù burev ha emvodoù kuzul merañ, ouzhpenn-se ar skipailh a zilenn kannaded ivez An emvod meur a vez aozet e Miz Meurzh bep bloaz

Kuzul merañ ar skolaj

Un collège associatif

7 - Ur skolaj kevredigezhel

An dra sur ha n'eo ket marteze startijenn a zo gant ar skipailh skoazell ! Ar skoazell a ra ul labour a feson evit kaout donezonoù arc'hant dreist holl en ur aozañ 2 dreposterezh ar bloaz evit kavout donezonerien nevez Ar skoazell a gemer perzh ivez e darvoudoù a bep seurt (devezh gouel e sant Ervlan, gouelioù nedeleg PE, Tissé Metisse e Naoned, gouel ar sonerezh e Sant Ervlan ... ) hag aozañ a ra ur c'hig ha farz

Le comité de soutien du collège

Skoazell ar skolaj

02 40 46 65 91

skolaj.sant-ervlan@diwan.bzh

Na chomit ket gant ho koulennoù, deuit e darempred ganeomp dre vail pe dre bellgomz !

Contact

Darempred